
Kendalc’h Diwan e Ti ar Brug
Degemeret eo bet Kendalc’h Diwan e Ti ar Brug d'ar 26-27 a viz Ebrel 2025. Un digarez d'un 60 den bennak da zizoleiñ hor greizenn degemer. Kalz a (…)
Gouzout muioc’hDegemeret eo bet Kendalc’h Diwan e Ti ar Brug d'ar 26-27 a viz Ebrel 2025. Un digarez d'un 60 den bennak da zizoleiñ hor greizenn degemer. Kalz a (…)
Gouzout muioc’hBerzh 'neus graet dalc'h kentañ kig-ha-farz kanet fest-noz kuzul skoazell skolaj Diwan Kemper. Ur c'hant kouviad bennak o deus lipet o muzelloù, (…)
Gouzout muioc’hAr c'hig-ha-farz kentañ e Ti ar Brug, aozet gant Kuzul skoazell Skolaj Diwan Kemper. Mirout ar plasoù dre ret : [email protected]
Gouzout muioc’hKrouet e oa bet ar gevredigezh « Kroashent Kerne » e miz Genver 2023 gant 6 kevredigezh diazezet e korn-bro Kemper hag a ra war-dro skignañ ha treuzkas ar brezhoneg ha sevenadur Breizh. Oc’h en em strollañ e oa o fal sevel ha diorren ur pol herberc’hiañ ha kas war-raok obererezhioù e brezhoneg e Kemper.
Ur mare a bouez hag arouezel eo. Gant ar raktres-mañ e saver ur pol a ro ar gomz d’ar brezhoneg e-kreiz Kerne hag a zo lod er raktres a gemmeskerezh sokial e diabarzh karter Penharz hag e Kervoazan. Un ober uhel e bal hag ur youl bolitikel !
Isabelle Assih, maerez Kemper ha prezidantez Kemper Breizh-Izel.
Abaoe ugent vloaz e oamp o c’hortoz kaout ul lec’h seurt-se.
Philippe Gastoud, kenbrezidant Kroashent Kerne