44 straed Paul Borrossi - 29000 Kemper / Quimper
Kroashent Kerne - Tia Ar Brug

Keleier

Kendalc’h Diwan e Ti ar Brug

Degemeret eo bet Kendalc’h Diwan e Ti ar Brug d'ar 26-27 a viz Ebrel 2025. Un digarez d'un 60 den bennak da zizoleiñ hor greizenn degemer. Kalz a (…)

Gouzout muioc’h

Berzh ’neus graet ar c’hig-ha-farz kentañ !

Berzh 'neus graet dalc'h kentañ kig-ha-farz kanet fest-noz kuzul skoazell skolaj Diwan Kemper. Ur c'hant kouviad bennak o deus lipet o muzelloù, (…)

Gouzout muioc’h

Kig-ha-farz d’ar Sadorn 15 a viz Meurzh 2025

Ar c'hig-ha-farz kentañ e Ti ar Brug, aozet gant Kuzul skoazell Skolaj Diwan Kemper. Mirout ar plasoù dre ret : [email protected]

Gouzout muioc’h
Kroashent Kerne - Tia Ar Brug

Piv omp ?

Krouet e oa bet ar gevredigezh « Kroashent Kerne » e miz Genver 2023 gant 6 kevredigezh diazezet e korn-bro Kemper hag a ra war-dro skignañ ha treuzkas ar brezhoneg ha sevenadur Breizh. Oc’h en em strollañ e oa o fal sevel ha diorren ur pol herberc’hiañ ha kas war-raok obererezhioù e brezhoneg e Kemper.

Ar 6 kevredigezh diazez

  • Ti ar vro Kemper : Kas war-raok ar brezhoneg ha sevenadur Breizh e kêr-Gemper.
  • Skolaj Diwan Jakez Riou : Kelennadurezh eil derez dre soubidigezh e brezhoneg.
  • Kelenn : Kreizenn stummañ kelennerien ha danvez kelennerien Diwan.
  • KEAV (Kamp Etrekeltiek ar Vrezhonegerien) : Stajoù bevañ e brezhoneg penn-da-benn evit an holl (tud gour ha bugale).
  • Kevre Breizh : Kenurzhiadur kevredigezhioù Sevenadurel Breizh a zifenn gwirioù yezh ha sevenadur Breizhadezed ha Breizhiz. Kevre Breizh a zo ezel diazez eus ELEN (European Language Equality Network) a zifenn gwirioù ha lieselezh ar yezhoù e Frañs, en Europa hag er bed.
  • Kreizenn ar geriaouiñ : Labour war an dermenadurezh arbennikaet, teknikel ha skiantel diouzh ezhomm ar c’helenn e brezhoneg.

Ur mare a bouez hag arouezel eo. Gant ar raktres-mañ e saver ur pol a ro ar gomz d’ar brezhoneg e-kreiz Kerne hag a zo lod er raktres a gemmeskerezh sokial e diabarzh karter Penharz hag e Kervoazan. Un ober uhel e bal hag ur youl bolitikel !

Isabelle Assih, maerez Kemper ha prezidantez Kemper Breizh-Izel.

Abaoe ugent vloaz e oamp o c’hortoz kaout ul lec’h seurt-se.

Philippe Gastoud, kenbrezidant Kroashent Kerne

Gouzout hiroc’h