44 straed Paul Borrossi - 29000 Kemper / Quimper
Keleier

Kendalc’h Diwan e Ti ar Brug

Degemeret eo bet Kendalc’h Diwan e Ti ar Brug d’ar 26-27 a viz Ebrel 2025. Un digarez d’un 60 den bennak da zizoleiñ hor greizenn degemer. Kalz a sujedoù a zo bet komzet warno. Atalieroù zo bet kinniget diwar-benn traoù pouezus evit ar rouedad : ar mesenerezh, raktresoù savadurioù hag 50 vloaz Diwan. Ha deuet zo dilennidi eus ar gumun, an departamant hag ar Rannvro da gejañ gant izili Diwan. Birvilh zo bet b’an ti me lâr deoc’h, ha c’hwezh ar c’hrampouezh e-pad daou devezh.

Er rubrikenn-mañ

12 babig a roio buhez da Di ar Brug adalek miz Kerzu

Staliet eo ar MAM Crapahute e karter Penhars abaoe pellik amzer. Dilojañ a raio da Di ar Brug e fin ar bloaz. Soazig, Charlotte et Lucie o deus (…)

Gouzout muioc’h

Erru a raio Radio Transistoc’h e Ti ar Brug e miz Gwengolo

D'ar 14 a viz Even 2025 e oa bet dalc'het emvod AFER / Transistoc'h e Ti ar Brug. Sinet e oa bet ur c'henemglev etre Kroashent Kerne hag AFER. E (…)

Gouzout muioc’h

Kendalc’h Diwan e Ti ar Brug

Degemeret eo bet Kendalc’h Diwan e Ti ar Brug d'ar 26-27 a viz Ebrel 2025. Un digarez d'un 60 den bennak da zizoleiñ hor greizenn degemer. Kalz a (…)

Gouzout muioc’h

Berzh ’neus graet ar c’hig-ha-farz kentañ !

Berzh 'neus graet dalc'h kentañ kig-ha-farz kanet fest-noz kuzul skoazell skolaj Diwan Kemper. Ur c'hant kouviad bennak o deus lipet o muzelloù, (…)

Gouzout muioc’h

Kig-ha-farz d’ar Sadorn 15 a viz Meurzh 2025

Ar c'hig-ha-farz kentañ e Ti ar Brug, aozet gant Kuzul skoazell Skolaj Diwan Kemper. Mirout ar plasoù dre ret : [email protected]

Gouzout muioc’h

Ur banell nevez

Ur bazenn vras war-raok dec'h ba chanter Ti ar Brug e Kemper : propr ha naet eo ar gegin hag ul lodenn vat eus ar rez jardin, 2 studio prest da (…)

Gouzout muioc’h

Chanterioù a-stroll da zont

Kenderc'hel a ra al labour neveziñ ar savadur. Livañ, naetaat, staliañ arrebeuri : degemeret e vo an holl dud a youl vat d'ar Sadorn 8 a viz (…)

Gouzout muioc’h

C’hoariva e brezhoneg e Ti ar Brug

D’an 13 a viz Kerzu 2024 e oa bet degemeret e Ti ar Brug ur strollad liseidi eus lise Diwan Karaez o doa kinniget o fezh-c'hoari nevez : “D’ar (…)

Gouzout muioc’h

Skoazell an Departamant

Skoazellet e oa bet Kroashent Kerne gant Departamant Penn-ar-Bed da-geñver Pakt Penn-ar-Bed 2030. Ur sammad a 15 000 € a oa bet roet evel-se evit (…)

Gouzout muioc’h